An Teknopol

Ur pol gwellentez eo an Teknopol, a zo war un dro war dachenn kumun Brest (er Werniz) ha war hini Plouzane (e beg an Diaoul). Gant Brest meurgêr e oa bet krouet ha kresket. Er memes lec’h en arvor en em gav ar vegenn eus ar filierennoù enklask ha diorren war skiantoù ar mor, koulz hag embregerezhioù teknologiezhioù uhel.

Ur pol lañs gantañ hag a vez o cheñch atav

Burevioù hag a sko ouzh ar mor, gant ur gwel kaer war morlenn Brest. Kampusoù lec’h ma vez plijus-bras studiañ. En Teknopol e vez lakaet gwellentez Penn-ar-Bed war-wel evit a sell ouzh an enklask hag an neveziñ, war dachenn skiantoù ar mor dreist-holl. Studierien e deroù o c’hursus pe gant o doktorelezh, enklaskerien, kelennerien, skiantourien, ijinourien, implijidi velestradurel… War-dro 7000 a dud a ya di da labourat pe da studiañ bemdez. E beg an Diaoul en em gav e-leizh a obererien hag a zo o labourat war an teknologiezhioù uhel hag an enklask : ul lec’h mat eo evit empentiñ ha neveziñ eta. Peogwir emañ ar pol-mañ war vord mor an Hirwazh eo bet aesoc’h reiñ lañs dezhañ. Penn-ar-Bed zo unan eus an departamantoù er penn a-raok e Frañs evit meur a filierenn : skiantoù ha teknologiezhioù ar mor, an niverel, skiantoù an traoù bev. Dedennet e vez ar vegenn eus an embregerezhioù hag eus an enklaskerien gant an Teknopol, abalamour ma ouzont e vo efedusoc’h hag emsavoc’h o labour en ur seurt endro.

Embregerezhioù e-touez ar re wellañ war o zachenn

Da gomañs e voe staliet kreizenn moroniezh Breizh (COB e galleg), unan eus skourroù CNEXO, e fin ar bloavezhioù 60. Abaoe eo deuet an Teknopol da vezañ bras e vrud, tamm-ha-tamm, ha cheñchet eo kalz. Unan eus ar seizh teknopol a zo e Breizh eo. Goude ma oa bet staliet sez sokial an Ifremer eno e 2019 ez eus bet desachet ensavadurioù skol-veur hag embregerezhioù all. Lod zo brudet-mat, lod all n’int ket, met an holl anezho a vez sellet outo evel obererien eus an dibab war o zachenn labour.

A-wechoù o deus kenlabouret evit kas oberoù uhelek da benn, hag a zo bet kaoz anezho e Frañs hag er bed zoken. E-giz-se e oa bet krouet kampus-bed ar mor, diwar atiz ar gevredigezh Teknopol Brest-Hirwazh, gant ur pal sklaer : lakaat ar c’hornad-mañ eus Penn-ar-Bed da vezañ unan anavezet er bed-holl e-keñver studioù ar meurvorioù hag ar morioù.

Ouzhpenn kant embregerezh zo en em staliet eno dija : re vras evel Thalès, re brudet er bed a-bezh evel Cabasse, re bihan ha krenn (degadoù a EBE-GBE), koulz hag un toullad embregerezhioù « war c’horiñ ».

En Teknopol ivez emañ ar vegenn eus an enklask hag eus an deskadurezh uhel. Evit a sell ouzh studioù ar mor ez eus kreizennoù dave evit an enklask hag ar stummañ : Ifremer, an Ensavadur Pennahelel, Cerema, Ensavadur skol-veur europat ar mor (IUEM) hag IRD Breizh. Skolioù deskadurezh uhel zo en em staliet en Teknopol : IMT Atlantel, ENIB, ESIAB, IUEM.

Ouzhpenn 50 vloaz istor

Pose de la première pierre du COB (centre océanographique de Bretagne intégré au Centre national pour l’exploitation des océans (Cnexo), qui devient l’Ifremer en 1984)

Inauguration des locaux de l’Ecole nationale supérieure des télécommunications de Bretagne, aujourd’hui IMT

Création de l’association du Technopôle Brest-Iroise

Déploiement des infrastructures et des équipements structurants (ENIB, ISAMOR, Phares & Balises, Thomson, cité universitaire…)

Implantation du pôle analytique des eaux (aujourd’hui LABOCEA)

Croissance du site (village des technologies de l’information et de la communication, plate-forme ClimSAT).

Inauguration de Cap Océan, bâtiment totem assurant l’interface entre le monde de l’entreprise et la recherche au Technopôle

Déploiement du réseau de chaleur urbain et création de la chaufferie bois