Poltred eus ur vro
Emañ Plouzane en ul lec’h dibar er c’hornôg da Vrest. P’emañ war vord ar mor e vez oc’h evezhiañ ar vorlenn evit Brest meurgêr. Un endro bevañ dibar, etre arvor, maezioù ha kêr, a ya d’ober ar gumun-mañ ma vez dalc’het gant douster ar vuhez dalc’hmat.
Kumun Plouzane
En ul lec’h strategel emañ Plouzane, gant hec’h arvor 9 c’hilometr a-hed ar mulgul, rak-se eo deuet a-hed ar c’hantvedoù da vezañ al linenn gentañ evit difenn morlenn Brest. Estreget tour-tan ar Minou a vez oc’h heñchañ al listri, ez eus bet 4 c’hreñvlec’h war aodoù Plouzane : ar Minou, ar Mengant, Delleg hag ar c’hreñvlec’h e Beg an Diaoul.
Orin « Plouzane »
Hervez ar vojenn e teufe an anv diwar Sane, un eskob iwerzhonat eus ar Vvet kantved hag en defe diazezet ar barrez : Dont a ra Plouzane diwar « Plou Sane », da lavaret eo « parrez Sane ».
Pevar bourk d’ober ur gêr
E 1965 e oa war-dro 2500 den o chom e Plouzane, hag a oa bodet an darn vrasañ anezho er bourk istorel, e norzh ar gumun. Cheñch a reas da vat adalek penn kentañ ar bloavezhioù 1970. Ar mare kêriekaat kentañ a oa bet en Dreinded, e Su Plouzane, pa oa deuet Thomson-CSF (adanvet Thales hiziv an deiz) d’en em staliañ e Brest ha CNEXO (deuet da vezañ Ifremer) e beg an Diaoul.
Er bloavezhioù 1970 e oa disrannet Plouzane etre daou bol c’hoazh gant maezioù ledan etrezo : diouzh un tu e oa ar Bourk, lec’h m’edo an ti-kêr, ar post, an iliz hag un nebeud stalioù, ha diouzh an tu all e oa krog an Dreinded da greskiñ da vat.
Evit lakaat fin d’an disrann-se e voe savet ur c’harter nevez e 1975, e-kreiz ar parkeier, etre ar Bourk hag an Dreinded : Kastell Nevez. Da neuze e voe divizet staliañ an ti-kêr nevez eno. El lec’h nevez-se e voe gellet sevel ur pol kreiz nevez penn-da-benn gant ur skol, ur skolaj, un ti-jiminas, lojeiz… E-kichen edo an takad obererezh Meskouezel evit al lodenn ekonomikel er c’hreiz-kêr nevez-se.
Un tamm diwezhatoc’h en em stalias meur a skol, a embregerezh hag a framm enklask ha kelenn e su ar gumun, a yeas d’ober an Teknopol Brest-Hirwazh. An diazezadurioù-se zo brudet er bed a-bezh evit un darn vras anezho, ha labourat a reont dreist-holl war dachenn skiantoù ar mor, ar pellgehentiñ, ar stlenneg, ar skeudenniñ hag ar bevdeknologiezhioù…
Stalioù ha servijoù
E Plouzane eo strewet ar stalioù hag ar servijoù e pep lec’h er gumun en-dro da dri lec’h kreiz evit al lodenn vrasañ anezho : ar Bourk, Kastell Nevez nepell diouzh an ti-kêr, hag an Dreinded war blasenn ar C’henwerzh.
Marc’had
Da Verc’her vintin, adalek 8e30, war blasenn ar C’henwerzh. Eno e vez un daouzek kenwerzhour eus ar vro : peskerezh, frouezh ha legumaj, krampouezh, fourmajerezh, kigerezh, tinellerezh… hag ivez produioù al labour-douar biologel.

