Bale e Plouzane
Ken aes ha tra e c’heller kavout lec’h da bourmen e Plouzane : plijout a ra ar gumun d’an dud abalamour m’eo stank-stank ar gwenodennoù enni.
Bale war an arvor
Unan eus perzhioù dudiusañ ar gumun eo an niver bras a wenodennoù a zo evit bale. Evel-just eo ar GR34 an hini anezho a zo anavezet ar muiañ. War ar wenodenn-aod-se e heder arvor Plouzane eus ar reter d’ar c’hornôg : kas a ra eus aod Santez-Anna da hini ar Minou dre porzh ha kreñv Delleg. A-hed an hent e c’hell ar valeerien estlammiñ gant ar gweldevaoù ha luc’hkskeudenniñ ar panoramaoù : mulgul Brest, gourenez Kraozon, tour-tan ar Minou…
E kêr koulz ha war ar maez
Pe e vefe e kreisteiz ar gumun (an Arvor) pe en hanternoz anezhi (an Argoad) ez eus ur maread hentoù bihan all evit galoupat ar gumun hag anavezout he neuzioù liesseurt : ar maezioù, ar bourk, an arvor. Lod a servij kentoc’h d’al labourerien-douar ; lod all, tost d’ar c’harterioù, a dalvez da bourmen ha d’en em ziblasañ war droad pe war velo. Ur gwir rouedad hentigoù zo etre kêrioù Plouzane. Ar ribinoù a gaved er c’harzhaoueg gwechall zo aet d’ober anezhi. Hiziv an deiz e vezont implijet evit mont-ha-dont etre karterioù ar gumun kuit a dremen dre an hentoù bras.
Mont war droad pe war velo war hentoù Plouzane zo ivez un digarez da welet pegen puilh eo glad bihan ar gumun : feunteunioù, manerioù, kroazioù, chapelioù… Amzer dremenet ar gumun a vez kontet deomp war ar wenodennoù hep gouzout deomp.
Traoù mat da c’houzout
E degemer an ti-kêr e c’hellit kaout ul levrig hag a zo renablet ennañ 5 hentad mat evit anavezout liesseurted ar gumun.
War varc’h-houarn
Labourat a ra ti-kêr Plouzane evit aesaat hag harpañ an doareoù diblasañ dous. Hogos e pep lec’h er gumun ez eus roudennoù divrodegoù : meur a zek kilometr anezho zo en holl. Gras da hentoùigoù suraet e vez aes tremen eus an eil karter d’egile p’en em ziblaser war varc’h-houarn.
- plasenn ar Republik (dirak an ti-kêr) e Kastell Nevez
- plasenn Cill Rois er bourk
- e-kichen ar c’hroashent-tro Pierre Aigrain en teknopol
Sur le même sujet
