Dont da Blouzane
Emañ Plouzane e hanternoz Penn-ar-Bed, e beg Breizh, e penn pellañ an douar bras. Bezit dinec’h koulskoude : trawalc’h a zoareoù diblasañ zo evit dont betek ennomp, gant hentoù digoust, ur gar TTB e Brest hag un aerborzh hag a zo o-daou 30 munut ac’hann. War ar bajenn-mañ ivez e ouezoc’h hiroc’h war ar c’hinnig treuzdougen foran evit mont-ha-dont ur wech erru e Plouzane !
Erruout e Plouzane
GANT AN TREN
11 km diouzh Plouzane emañ ti-gar Brest. Ur wech erru e Brest gant an tren e c’heller mont aes da Blouzane gant an tramgarr hag ar bus.
Evit gouzout hiroc’h
GANT AR C’HARR-NIJ
20 km diouzh Plouzane emañ aerborzh Brest-Breizh. Alese e c’hellit mont da Blouzane gant :
– an taksi : un hantereurvezh e pad ar veaj eus an aerborzh.
– an treuzdougen boutin : kuitaat an aerborzh gant ar bus (linenn niv. 20) betek an arsav Dor Gouenoù ha tapout an tramgarr eno etrezek Dor Plouzane, diskenn en arsav Dor Plouzane ha mont gant ar bus da echuiñ.
Mont-ha-dont er gumun
GANT AN TREUZDOUGEN BOUTIN
War dreuzoù Plouzane ec’h erru ul linenn dramgarr. Gant ar rouedad bus eo ret mont goude se : teir linenn ingal zo war dachenn ar gumun.
Gouzout hiroc’h e lec’hienn Bibus.
WAR VARC’H-HOUARN
Labourat a ra ti-kêr Plouzane evit aesaat hag harpañ an doareoù diblasañ dous. Hogos e pep lec’h er gumun ez eus roudennoù divrodegoù : meur a zek kilometr anezho zo en holl. Gras da hentoùigoù suraet e vez aes tremen eus an eil karter d’egile p’en em ziblaser war varc’h-houarn.
Sellet ouzh kartenn an hentoù belo e Brest meurgêr evit gouzout hiroc’h.
Sur le même sujet
