Gevelliñ
Gevellet eo Plouzane gant peder c’humun en Europa. Gant ur poellgor e vez harpet ha kenurzhiet an darempredoù mignoniezh etre Plouzane hag ar c’hêrioù-se : delc’her a ra gant an darempredoù ganto war meur a dachenn : ar sevenadur, ar familhoù, ar skolioù, ar sport pe an ekonomiezh.
Kêrioù gevellet
Gevellet eo Plouzane gant :
- Cill Rois, e mervent Iwerzhon, abaoe 1982. Gant Sant Sane, ur manac’h iwerzhonat eus ar Vvet kantved, e oa bet diazezet parrez Plouzane. A orin e oa eus Cill Rois ha nepell alese e oa bet douaret, war Enez Cathaigh.
- Stelle, e hanternoz Alamagn, e land Niedersachsen, abaoe 1991.
- Pen-coed, e kreisteiz Kembre, er c’hornôg da Gerdiz, abaoe 1996.
- Ha Ceccano, ur c’hant kilometr bennak er c’hreisteiz da Roma, abaoe 2003.
Evit gouzout hiroc’h
Liammoù all :
Lec’hienn Stelle
Lec’hienn Pen-coed
Lec’hienn Ceccano
An OPEP
E 1987 e oa deuet ar gevredigezh « Plouzané – Kilrush » da vezañ an OPEP : « Office pour les Échanges à Plouzané – Comité de jumelage », da lavaret eo an Ofis evit Darempredoù diavaez e Plouzane – Poellgor gevelliñ. E 1999 e voe sinet ur c’hendivizad etre an Ti-kêr hag an OPEP, abalamour da ofisielaat o c’henlabour. Ar poellgor gevelliñ-se a fell dezhañ aesaat ha kenurzhiañ an darempredoù mignoniezh etre Plouzane hag ar c’hêrioù europat a zo gevellet ganti : delc’her a ra gant darempredoù a sell ouzh ar sevenadur, ar familhoù, ar skolioù, ar sport hag an ekonomiezh.
Aozañ a ra emgavioù, gweladennoù ha beajoù gant ur spered emglev ha kenskoazell. Pa vez beajoù e vez degemeret an dud gant familhoù. Harpañ a ra ar poellgor kement ober hag a greñva ar peoc’h hag al liammoù etre ar pobloù.
Darempredoù
Mont e darempred ganeomp : postel
Kenlabourat a ra an OPEP gant an ti-kêr, ar c’hevredigezhioù hag an ensavioù ofisiel evit aozañ oberoù a bep seurt : degemer strolladoù deuet eus ar c’hêrioù gevellet, an darempredoù etre ar skolioù, al lidoù hag an diskouezadegoù gwech ha gwech all, beajoù tud Plouzane betek ar c’hêrioù gevellet, nozvezhioù evit bodañ an dud tro-dro da demoù stag ouzh an darempredoù sevenadurel… Lakaat a ra kentelioù war-sav ivez evit ober gwelloc’h anaoudegezh gant yezhoù ha sevenadurioù Alamagn, Italia hag Iwerzhon.
