Delleg
E-pad meur a gantved eo bet kreñv Delleg ul lec’h strategel hag a zifenne Brest. Hiziv an deiz eo ul lec’h hag a blij kalz d’ar weladennerien, pe e vefe evit bale pe evit arvestiñ ouzh abadennoù. Emañ an aod etre beg an Diaoul hag ar c’hreñv. Ul lec’h peoc’hus eo evit ar valeerien, ar splujerien hag an neuñverien.
Etre ar c’hreñv…
Daoust d’ar pezh a soñjer a-wechoù ne oa bet savet kreñv Delleg na gant Vauban er 17vet kantved, na gant an Alamaned e-kerzh an Eil Brezel-bed. Hir e oa padet al labourioù sevel en 18vet hag en 19vet kantved. Ne c’helled ket kemer ar c’hreñv eus tu an douar : gwarezet eo gant ur ramparzh kreñv hag un douvez e-harz dezhañ, hag a dremener dreisti dre ur pont-gwint. Eus tu ar mor ez eus kanolioù ha morterioù en ur renkennad, digor o genoù ouzh ar mulgul, prest da dennañ war gement lestr enebour hag a gredfe tostaat. E penn krec’h ar skalier kaer e oa ar gazarn hag al lab poultr. El lec’h m’emañ al leton hiziv e oa ur forn da ruziañ boledoù gwechall : tommet e vezent enni, ha tennet goude-se, abalamour da lakaat an tan e lestr an enebour.
Er bloavezhioù 1870, da-heul drouziwezh Sedan, e felle da Frañs bezañ barrek e ken kaz ma vefe brezel adarre. E reter ar vro e voe savet ul linenn zifenn. War an aodoù e voe staliet strolladoù kanolioù, kuit a vezañ taget gant alouberien deuet dre vor. Ur wech ouzhpenn e voe taolet kalz evezh ouzh difenn ar mulgul. E Delleg e voe staliet ur strollad pevar c’hanol bras (32 cm) er c’hornôg d’ar c’hreñv, a-us aod Delleg Vras.
Un tamm e cheñchas arkitektouriezh ar c’hreñv pa voe treuzfurmet ar savadurioù evit en em ober diouzh ezhommoù nevez, gant lec’hioù ged, postoù gourc’hemenn ha pevar c’hanol prim ha bihan (47 mm). Adalek ar Brezel-bed Kentañ, ugent vloaz war-lerc’h, e voe distaliet an difennoù-se tamm-ha-tamm, hep bezañ bet implijet gwech ebet. Ar soudarded, hag ar c’hanolioù war o lerc’h, a voe kaset da zifenn harzoù reter Frañs. E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe ac’hubet ar c’hreñv gant an armeoù alaman, a zegasas ur cheñchamant bennak er batis, nebeut-tre avat. Goude ar brezel, ha daoust ma veze gouarnet gant ar Morlu, e voe lezet en ur stad dirapar a-walc’h.
Eus an 19vet kantved eo an darn vrasañ eus ar pezhioù a weler e kreñv Delleg hiziv an deiz, daoust ma kaver roudoù eus an 18vet kantved evel ar gazarn, al lab poultr ha ti an diwaller.
E 1992 e voe roet ar c’hreñv da gumun Plouzane gant Ministrerezh an Difenn. Adkempennet e voe tamm-ha-tamm ganti, ha digoret d’an dud. Abadennoù a-leizh a vez aozet e kreñv Delleg, e-kerzh an hañv dreist-holl. Eno ez eus ivez unan eus ar gweledvaoù sebezusañ a zo war ar mulgul.
Hag an aod !
En traoñ d’ar c’hreñv emañ ar porzh hag an aod, gant ur renkad advagoù dezho livioù a bep seurt. Plijout a reont kalz d’ar valeanterien ha d’an neuñverien. Ar gerzherien ivez a blij dezho diskuizhañ eno, rak war vord an hent-bale GR34 emañ.
Mat da c’houzout : etre ar c’hreñv hag an aod ez eus regezerioù ha taolioù-piknikañ lec’h ma c’hell ar weladennerien niverus profitañ eus al lec’h dreistordinal-se.
Sur le même sujet



