Accueil » Degemer mat » Va c’hêr » Plouzane, ur gêr greiz

Plouzane, ur gêr greiz

E kornôg Brest emañ Plouzane, ul lec’h eus ar re gaerañ, war vord ar mor. Stummet eo tro-dro da bevar hent bras. Un endro bevañ eus ar re wellañ zo er gumun, ha kavout a reer enni an aveadurioù a zo ezhomm evit degemer an holl. Ul lañs ekonomikel bras he deus : gant an Teknopol, e su ar gumun, e teu ensavadurioù hag embregerezhioù brudet er bed a-bezh d’en emstaliañ.

Ur c’hresk prim

E 1965 e oa war-dro 2 500 den o chom er gumun. Tost da 14 000 zo hiziv an deiz ! Prim eo kresket Plouzane war un dro gant Brest. Er bloavezhioù 1970 e oa disrannet Plouzane etre daou bol gant maezioù ledan etrezo : diouzh un tu e oa ar Bourk, lec’h m’edo an ti-kêr, ar post, an iliz hag un nebeud stalioù, ha diouzh an tu all e oa krog an Dreinded da greskiñ da vat.

Evit lakaat fin d’an disrann-se e voe savet ur c’harter nevez e 1975, e-kreiz ar parkeier, etre ar Bourk hag an Dreinded :  Kastell Nevez. Da neuze e voe divizet staliañ an ti-kêr nevez eno. El lec’h nevez-se e voe gellet sevel ur pol kreiz nevez penn-da-benn gant ur skol, ur skolaj, un ti-jiminas, lojeiz… E-kichen edo an takad obererezh Meskouezel evit al lodenn ekonomikel er c’hreiz-kêr nevez-se.

Un tamm diwezhatoc’h en em stalias meur a skol, a embregerezh hag a framm enklask ha kelenn e su ar gumun, a yeas d’ober an Teknopol Brest Hirwazh. An diazezadurioù-se zo brudet er bed a-bezh evit un darn vras anezho, ha labourat a reont dreist-holl war dachenn skiantoù ar mor, ar pellgehentiñ, ar stlenneg, ar skeudenniñ hag ar bevdeknologiezhioù…

Kavout a reer an teul klok hag ar sifroù resis evit kumun Plouzane e lec’hienn an INSEE.

a dud

Poblañs hollek

hektar

dindani

km

arvor

Ur gêr vev

Er gumun emañ an aveadurioù a zo ezhomm evit degemer an holl : ur servij liesdegemer evit ar vugaligoù (magouri hag arsav-diwallerezh), 4 skol bublik ha 2 skol brevez, 3 skolaj, aes mont d’al liseoù e Brest, aveadurioù sport ha sevenadurel… Liesseurt, oberiant hag embregus eo ar rouedad ekonomikel. Stank ha bev-birvidik eo ar c’hevredigezhioù, e-se e kaver ganto obererezhioù dorn, sport pe spered, ha servijoù a bep seurt ivez.

 

Stalioù ha servijoù

E Plouzane eo strewet ar stalioù hag ar servijoù e pep lec’h er gumun en-dro da dri lec’h kreiz evit al lodenn vrasañ anezho : ar Bourk, Kastell Nevez nepell diouzh an ti-kêr, hag an Dreinded war blasenn ar C’henwerzh.

Marc’had

Da Verc’her vintin, adalek 8e30, war blasenn ar C’henwerzh. Eno e vez un daouzek kenwerzhour eus ar vro : peskerezh, frouezh ha legumaj, krampouezh, fourmajerezh, kigerezh, tinellerezh… hag ivez produioù al labour-douar biologel.

Sur le même sujet

PLUS D’INFOS