Accueil » Degemer mat » Va c’hêr » Ur gumun eus Brest meurgêr

Ur gumun eus Brest meurgêr

E 1974 e oa bet savet Kumuniezh-kêr Brest gant ti-kêr Brest ha seizh kumun nes. E 2015 e oa deuet da vezañ Brest meurgêr. Gant ar c’henlabour-se e fell d’an eizh kumun ober traoù asambles evit gwellaat ar servijoù d’an dud ha kempenn o c’horn-bro en un doare kempouesoc’h.

Kumunioù ar veurgêr

Ar veurgêr zo 8 kumun enni :

  • Brest
  • Boc’harzh
  • Gouenoù
  • Gwiler-Leon
  • Gwipavaz
  • Plougastell-Daoulaz
  • Plouzane
  • Ar Releg-Kerhuon

Da lavaret eo ez eus 212 900 a dud o chom enni, war ur gorread 220 km².

Plouzane eo an drede kumun poblet ar muiañ er veurgêr, war-lerc’h Brest ha Gwipavaz. 6 dilennad eus Plouzane a gemer perzh e kuzul ar veurgêr, a zo 65 den ennañ.

 

Ar c’hefridioù fiziet er veurgêr

Un DPKE (Diazezadur Publik a Genlabour Etrekumunel) eo Brest meurgêr en deiz a hiziv. Ur maread barregezhioù zo bet lakaet boutin gant ar c’humunioù a zo ennañ, ken m’eo unan eus an DPKEoù aet ar pellañ e Frañs.  Kendivizout a ra ingal ar c’humunioù hag ar veurgêr war ar mod da lakaat ar barregezhioù-se e pleustr. Mont e lec’hienn Brest meurgêr evit gouzout hiroc’h.

Emañ ar roll anezho amañ-dindan, diouzh an dachenn labour.

Diorren ekonomikel, sevenadurel ha sokial
  • Krouiñ, terkañ, kempenn ha delc’her e ratre takadoù labourerezh hag a sell ouzh meur a dachenn : an industriezh, ar c’henwerzh, ar gennad tredeel, an touristerezh, ar porzhioù hag an aerborzhioù ; obererezhioù adkempenn a laz kumuniezhel.
  • Obererezhioù hag aveadurioù evit an diorren ekonomikel hag an tachennoù labour stag outo : deskadurezh uhel, klaskerezh, stummañ micherel, touristerezh, sevel hag astenn ar rouedadoù pellgehentiñ gouzañvat.
  • Sevel, kempenn, delc’her e ratre, merañ ha buheziñ aveadurioù, rouedadoù aveadurioù ha skolioù, war an tachennoù sevenadurel, sokiosevenadurel, sokiodesavadurel ha sportel, gant ma vint a laz kumuniezhel (ar C’houarz, an Arena, ar Garenn, Brest Expo – tachenn Penfell, Rekourañs, ar poulloù-neuial, ar c’hreizennoù-merdeiñ, porzh-bageal ar C’hastell hag hini ar Vilin Wenn…).
  • Liseoù ha skolajoù hervez an divizoù meneget e lezennoù ar 07/01/1983 hag an 22/07/1983.
Takad kumuniezhel
  • Kartaoù etrekumunel evit an diorren hag an terkañ
  • Brastresoù ren
  • Steuñvoù tiraozañ (aet da Steuñv Lec’hel ar C’hêraozañ en deiz a hiziv)
  • Empentañ ha sevel an Takadoù Artizanelezh ha Kenwerzh (ZAC)
  • Prenañ ha miret tachennoù a laz kumuniezhel, goude bezañ seziset ar C’huzulioù-kêr abalamour da c’houzout o ali.
  • Digeriñ, kempenn, merañ ha delc’her e ratre an takadoù foran e domanioù ar gumuniezh hag ar c’humunioù, hag an aveadurioù warno : an hentoù (rummet hentoù kumuniezh, kumun pe maezioù), ar gwenodennoù liezimplij ; ar goulaouiñ foran (mont en-dro hag all) ; ar panellerezh ; an takadoù glas (an holl dakadoù seurt-se, war-bouez ar re meret gant tiez-kêr, nemet e vefe evit sikour anezho).
  • Delc’her kont eus ur programm terkañ hollek ha termeniñ an takadoù terkañ meneget er mellad L.332-9 eus kod ar c’hêraozañ.
  • Sevel, kempenn ha naetaat an tiez-skol en takadoù meneget er melladoù 1.1, 2.4 ha 2.7 ha savet pe termenet gant ar gumuniezh ; dek vloaz goude o digoradur e teu ar gumuniezh da vezañ perc’henn warno, ha karget da gempennn anezho, ma vez goulennet kement-se gant ar gumun a zo ar skol war he zachenn. Da neuze e rank ar C’huzul-kumuniezh hag ar C’huzul-kêr en em glevet ha divizout penaoz e vo restaolet an amprest, hag embann pep a ziviz evit disklêriañ gant piv e vo dalc’het da baeañ ar savadur.
Politikerezh ar c’hêrioù hag al lojeiz
  • Programm lec’hel an annez.
  • Politikerezh al lojeiz a laz kumuniezhel ; politikerezh al lojeiz sokial ; oberoù da lojañ an dud ezhommek.
  • Oberoù programmet evit al lojeiz, oberoù adkempenn ha digreskiñ al lojeizoù diyec’hed.
  • Mestroniezh an oberiadur ha mestroniezh an oberoù ha stignadoù kevratel a laz kumuniezhel a-fet diorren kêr, diorren lec’hel ha reiñ plas d’an dud en ekonomiezh hag er gevredigezh.
Servijoù evit interest an holl, an endro hag an endro bevañ
  • Aozañ an treuzdougen e kêr (lezenn an 30/12/1982) hag evit ar skolidi.
  • Panellerezh.
  • Parklec’hioù ha merañ ar parkañ war an hentoù, evit lakaat doujañ d’an divizoù polis kemeret gant ar vaered.
  • Dour ha yac’husaat.
  • Sevel beredoù ha krematoriomoù, brasaat ar re a zo anezho dija.
  • Lazhtioù ha lazhtioù marc’hadoù, pennmarc’hadoù.
  • Distrujañ ha talvoudekaat al lastez-ti hag al lastez damheñvel.
  • Stourm ouzh saotradur an aer.
  • Merañ an takadoù naturel kizidik.
  • Servijoù an tanioù-gwall hag ar sikourioù.