Beg ar Minou

Ne c’heller ket chom e Plouzane hep mont da welet tour-tan ar Minou, pintet war ur beg roc’hellek a-dal gourenez Kraozon : kaer-eston eo ar panoramaoù eno.
Talvezout a ra ar boan ivez gweladenniñ ar c’hreñv, a zo bet savet an tour-tan ennañ, ha mont war an draezhenn nepell ac’halese, a zo anavezet mat gant ar seurferien !

An tour-tan, ur glad hep e bar

E 1848 e oa bet savet tour-tan ar Minou, 26 metr uhelder, war ar beg-douar. Evit mont d’an tour-tan kranennek e ranker tremen war ur pont maen-greun 24 metr uhelder. Abaoe 1989 ez a en-dro e-unan, en un doare emgefreek. Bannañ a ra ur gouloù ruz ha gwenn bep 6 eilenn. Pa vez gwenn ar gouloù e sked war-hed 18 mil-mor, ha 14 mil-mor pa vez ruz (d.l.e. 30 km ha 23 km).

Orin an anv

N’eus liamm ebet gant hor mignoned ar c’hizhier ! « Min  » a dalvez genoù, beg, e brezhoneg. « Minou » eo al liester, rak daou veg zo eno : ar Minou Bras hag ar Minou Bihan.

Ur gwir varadoz

Un tour-tan « baradoz » eo ar Minou, abalamour m’emañ war an douar bras. « Purgator » a vez graet eus an tourioù-tan a zo war inizi, hag « ifern » eus ar re a zo en donvor. Disheñvel eo ar Minou diouzh an tourioù-tan « baradoz » all koulskoude : meur a bezh zo ennañ, abalamour da lojañ an diwallerien.

Ul lec’h liesseurt

Petra a blij deoc’h : an istor, an natur, ar sportoù mor, ar baleadennoù ? Er Minou e kavoc’h ho lod a-dra-sur. En traoñ d’ar c’hreñv e c’halloc’h mont gant ar GR 34 betek traezhenn ar Minou, a zo priziet-bras gant ar seurferien eus ar vro.

Ul lec’h difenn er penn-kentañ

Evit kontrolliñ mulgul Brest ez eus bet savet un toullad lec’hioù difenn, kreñv ar Minou en o mesk. Etre 1694 ha 1697 e oa bet savet ha gwarezet, eus tu an douar, gant un douvez 9,5 metr ledander ha 3 metr donder. Dre ur pont-gwint ez eer e-barzh ar c’hreñv. Damheñvel e oa ar savadur kentañ-se ouzh an hini a anavezer en deiz a hiziv : ul lec’h difenn armet kreñv ha gwarezet gant ur pezh moger. Meur a savadur all a oa bet savet evit lojañ ar soudarded ha stokañ ar munisionoù, ar bitailh…

E 1841 e oa bet kreñvaet, tevaet hag uhelaet ar ramparzhioù, evel m’emaint en deiz a hiziv, abalamour da badout ouzh doareoù brezel nevez. E 1844 e oa bet divizet adkempenn kreñv ar Minou. Ur pont-gwint a voe savet en antre e-lec’h unan diflach.

E 1870 e voe kreñvaet ar Minou adarre gant an arme. Savet e voe kavioù-kreñv, dindan zouar eta, abalamour da dennañ a-rez an dour, ha strolladoù kanolioù uhel.

E deroù an ugentvet kantved ne oa ket tenn ar jeu ken etre Frañs ha Bro-Saoz. Tamm-ha-tamm e voe tennet ha kaset an armoù pounner da Reter Frañs, bete-gouzout e vefe brezel war an harzoù-hont… Souezhusat tra : ul lec’h dudi e teuas ar c’hreñv da vezañ da neuze. Etre an daou vrezel e voe digoret ul leti hag ur rosterezh eno gant Edmond ha Dalila Torchiot. Mont a rae brud an ostaleri-se kalz pelloc’h eget bro Brest.
E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe savet ur blockhaus eno, abalamour ma oa ar Minou ul lec’h strategel evit difenn ar mulgul. Eus an draezhenn, ouzh traoñ ar c’hreñv, e c’helled degas munisionoù dre an tremenioù kozh a oa bet savet e-barzh ar ramparzhioù da vare Vauban. E 1940 ec’h erruas an Alamaned, hag implijet e voe ar c’hreñv ganto. Pevar bloaz war-lerc’h, goude an Dieubidigezh, ne chome ket kalz tra ken eus an ostaleri gozh nag eus ar savadurioù a oa eno a-raok.

Goude ar brezel e voe dilezet ar Minou : ne chome en o sav nemet an tour-tan ha ti an diwaller. E-kreiz ar Brezel yen o doa aon an dud e vije taolet minoù evit lakaat al listri hag ar splujerezioù diazezet e porzhioù ar vorlenn da darzhañ. Abalamour da virout ouzh kirri-nij a vorañ minoù e voe savet un tour dirak an tour-tan. Gant ar radar staliet war beg an tour nevez-se e veze evezhiet ar mulgul. E deroù ar bloavezhioù 1980 e voe divontet ar benveg-se.

Evit gouzout hiroc’h